DISTRO WAR #GBB2019

3 devez, 3 200 den, 248 a-youl vat, 148 arzour, ur programmadur stank, sed aze e berr-gerioù Gouel Broadel ar Brezhoneg 2019 #GBB2019. Birvilh zo bet e bourk Langoned d’ar 7, 8, 9 a viz Mezheven !

#GBB2019

An Taol-Lañs 2019

Gwener, d'ar 7vet

Gant an Taol-Lañs eo kroget ar fest d’ar Gwener d’an noz. Prientet oa bet pep tra er goudor benn ar fin, goude ma vefe bet stourmet gant an dud a-youl vat a-enep an avel foll. C’hwezet ‘n eus an avel a-uz da 100 km/eur a-hed an devezh, pez ne oa ket al leurenn hag an teltennoù evit gouzañv en diavaez. Tomm eo bet an aergelc’h e sal ar gouelioù evit selaou an 8 strollad yaouank o kenstrivañ.

Gant Perynn hag Elise eo aet ar maout evit ar rummad a-vicher, ha gant Harzus Gang er rummad amatour. Ur sapre sonadeg zo bet gant Krismenn evit klozañ an nozvezh: “N’om gustumiñ deus an deñvalijenn”!

an-taol-lans-2019-crédit Krank-du

Ar sadorn : ar fest !

Gant ar bugel Fañch eo bet digoret ez-ofisiel ar fest d’ar Sadorn vintin. Arouez ar stourm evit hor yezh eo deuet ar paotrig da vezañ goude ma vefe bet difennet gant justis ar Stad C’hall skrivañ e anv gant un “~” war an “n” ! Lañset eo bet an arload Stal.bzh er pol niverel pa oa bac’het lod en eskape game “Prezeg ar Roue Morvan”, lod all o dibikouzañ gant un abadenn yoga hag ar re galonekañ o kemer perzh en tournamant mell-droad tredeoget e brezhoneg pe e c’hoari Sten. Preder zo bet ivez er vediaoueg gant taolioù-grenn troet war al liammoù etre yezh hag ekonomiezh, pedet ma oa bet Euskariz ar moneiz lec’hel Eusko evit magañ an eskemmoù. Eus tramor e oa deuet arzourien ivez. Nag ur blijadur klevet sonerezh punk kanet e kembraeg gant ar strollad Chroma war al leur-Ñ ! Dañset eo bet ivez gant Denez a-raok kregiñ da vat gant ar fest-noz Kan ‘N Noz sal ar gouelioù. Arzourien a galite c’hoazh : War-Sav, Boz, Eben, Startijenn ha Cyril Atef. Ha Lunch Noazh, Dom Duff ha DJ Wonderbraz evit lakaat leun an divskouarn !

Dom Duff Group - GBB2019

Ar sul : Devezh ar familhoù

GBB 2019 - Foto

Un devezh evit ar familhoù oa bet aozet d’ar Sul. An abadenn loened Fur ha Foll zo bet diskouezet d’ar vugale a-raok na bignfent war al leurenn evit Bugale Kreiz Breizh. Ur c’hastell-c’hwezh ha koumoul sukr a oa evito ivez ! Open Street Map ha Wikimedia Commons zo bet kinniget ar pol niverel, kentelioù war ar prim er pol deskiñ, ur masterclass skrivañ pozioù e brezhoneg er vediaoueg, taolioù-krenn war al lennegezh, ar politikerezh hag an ekologiezh, an abadenn c’hoariva Spluj er Stal Vras gant strollad Piba ha filmoù e brezhoneg er sinema evel-just. Gant ar strollad Ukan, loread an Taol-Lañs 2017 eo bet lañset ar sonadegoù. Tyto Alba, Pevarlamm zo bet o seniñ war al leurenn vras, anvet al “leur-Ñ”. Ha bec’h d’ar fest-noz goude-se gant Loeroù-ruz, Fleuves ha Beat Bouet Trio a-raok echuiñ an nozvezh gant elektro !

Trugarez d'hon holl gevelerien·ezed, d'an arzourien·ezed, d'ar re a-youl vat (hepdoc'h, gouel ebet) ha d'an arvesterien·ezed hag a oa deuet niverus evit lidañ ar brezhoneg. Ken ar c'hentañ e GBB 2021 : 2-3-4 a viz Gouere e Langoned !

Aftermovie GBB2019

GBB 2019 dre sifroù

Infographie - Bilan GBB2019

Ha soñj ‘peus ?

Distro war an taolioù-grenn

Un darvoud a-feson eo ivez Gouel Broadel ar Brezhoneg evit en em vodañ ha komz, ijinañ an dazont asambles…

Un daol-grenn oa kinniget d’ar Sadorn ha d’ar Sul. Gallout a reoc’h adkavout anezho war chadenn Youtube Mignoned ar brezhoneg.

E pelec’h emañ ar galloud evit ar brezhoneg?

Un eskemm war al lennegezh e brezhoneg, lusket gant Nidiad, gant ar skrivagnerien Goulc’han Kervella ha Bernez Tangi

Distro war an Diskouezadeg : Zoom Japon

Arz gant un A bras eo GBB ivez. E 2019 hon eus kinniget deoc’h poltriji Sterenn Le Nedellec ha Jean Corbel war ar Japon etre ar 16 a viz Mae betek an 10 a viz Even e mediaoueg Langoned.

Heuliit ac’hanomp war ar rouedadoù !