Bilhederezh
#GBB2021 a implij ur vilhederezh dizanvezelet e kenlabour gant HelloAsso. Ar prizioù a vo diskouezet er v/“Bilhederezh” hag er programm pa vint embannet.
Na roit da zen ebet ho kod barrennoù evit ma ne vefe ket implijet gant n’eus forzh piv.
Kamplec’h
Un dachenn-gampiñ, digoust evit an holl arvesterien o do un bilhed ganto, a vo digoret d’ar Gwener 2 a viz Gouere 2021.
Kavout bod
N’eus ket an dachenn-gampiñ nemetken. Roll ar bodoù tost eus #GBB2021 a vez kavet er bajenn “Kavout bod” (dihegerz bremañ).
Kavout boued
Meur a lec’h a zo war ar gouel evit debriñ (ha debriñ mat).
E 2019 e veze fardet ganeomp krampouezh, kig moc’h rostet, fritez ha silzig. Ar re na zebr ket kig ne oant ket bet disoñjet koulskoude gant hor stal falafel bio.
Kenweturañ
Aliañ a reomp deoc’h kenweturañ evit doujañ ouzh an endro. Ar gwellañ tra eo evit beajiñ, eskemm e brezhoneg, paeañ ha saotrañ nebeutoc’h !
Kretadennoù
Evit ho koulennoù diwar-benn ar c’hretadennoù hag an darempredoù gant ar mediaoù, deuit davedomp.
Paeañ
E Bilhederezh hag e Ti-bank ar gouel e vo moaien deoc’h paeañ gant pep doare : kartenn-vank, chekenn pe moneiz.
E kreiz-kêr Langoned e vez kavet ur bilhedaouer (Kef al Labour-douar). War ar gouel e vo graet nemet gant Lurioù. Moaien ‘vo deoc’h eskemm ho euroioù e Ti-bank ar gouel.
Parklec’h
Lec’hioù evit parkañ a vo da-geñver #GBB2021.
Ar c’hirri-tan parket forzh pelec’h a vo lammet kuit rak chalus e vint evit ar mone-done war an hentoù hag evit kirri ar bomperien pe an archerien.
Publik
Gouel an holl eo #GBB2021 !
E 2019, programm ar gouel e oa leun a abadennoù, c’hoarioù ha sonadegoù… gouestlet ivez d’ar vugale !
Tud a-youl vat
Evit aozañ #GBB2021 ‘zo ezhomm tud a-youl vat evit kas da benn pep tra. Mard hoc’h dedennet, deuit davedomp.
E 2019, pep hini a laboure div wech ter eurvezh e-pad ar gouel.
Tud nammet
Parklec’h an arzourien hag a zo an hini tostañ eus ar festival a vo digor d’ar re a zo ur gartenn mont-dont enperzhiañ (CMI) ganto ivez.
Privezioù a-zoare a zo e sal ar gouelioù hag e mediaoueg Langoned.
E 2019, taolioù krenn a oa troet war ar prim e yezh ar sinoù (LSF).
Eñvorennoù
An eñvorennoù bravañ a vo ar re a chomo ‘barz ho penn evel-just ! Met evit ar re a fell dezho skoazell ac’hanomp hon eus savet t-shirtoù, stammennoù ha gobeledoù kinklet gant liv ar gouel…