Titouroù


Bilhederezh

#GBB2019 a implij ur vilhederezh dizanvezelet e kenlabour gant HelloAsso. Ar prizioù a vez diskouezet er v/“Bilhederezh” hag er programm (da vezañ embannet). Na roit da zen ebet ho kod barrennoù evit ma ne vefe ket implijet gant n’eus forzh piv. Evit gouzout hiroc’h, deuit e darempred ganeomp.

Kamplec’h

Un dachenn-gampiñ a vo digoret d’ar Gwener 7 a viz Even 2019 adalek 4e gm (da gadarnaat). Digoust e vo evit an holl arvesterien o do un bilhed ganto.

Kavout bod

N’eus ket an dachenn-gampiñ nemetken. Roll ar bodoù tost eus #GBB2019 a vez kavet er bajenn “Kavout bod”.

Kavout boued

Meur a lec’h a zo war ar gouel evit debriñ (ha debriñ mat). Roll ar bodoù tost eus #GBB2019 a vez kavet er bajenn “Kavout bod”.

Kenweturañ

Aliañ a reomp deoc’h kenweturiñ gant x pe gumuniezhioù all a zouj ouzh an endro. Ar gwellañ tra eo evit beajiñ, eskemm e brezhoneg, paeañ ha saotrañ nebeutoc’h !

Kretadennoù

Evit ho koulennoù diwar-benn ar c’hretadennoù hag an darempredoù gant ar mediaoù, deuit e darempred ganeomp.

Parklec’h

Lec’hioù evit parkañ a vo lakaet e plas da-geñver #GBB2019. Ar c’hirri-tan parket forzh pelec’h a vo lammet kuit rak chalus e vint evit ar mone-done war an hentoù hag evit kirri ar bomperien pe an archerien.

Tud a-youl vat

Evit aozañ #GBB2019 zo ezhomm tud a-youl-vat evit kas da benn pep tra. Pep hini a labour div wech ter eurvezh. Mard hoc’h dedennet, deuit e darempred ganeomp.

Tud nammet

Stignad o vezañ studiet.