Diskouezit nerzh ho tivhar, ampartiz ho tivrec’h hag ho taoulagad, hag ho parregezh war ar brezhoneg… Dav eo deoc’h sevel ur skipailh a 8 den, brezhonegerien an hanter ac’hanoc’h d’an nebeutañ, merc’hed ha paotred, kozh ha yaouank. N’eo ket klok ho skipailh ? Rit ket bil, kavet e vo tud.
Deuit da gemer perzh er c’hoari bras Kas an ton ! Plijadur ‘vo, ha profoù d’an holl berzhidi !

Menegoù lezennel : Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet. Evit gallout en ober skrivit da : Mignoned ar brezhoneg, 3 Straed al Lezenn, 56000 Gwened