Loreidi ha Loreadezed bet


Piv en·he doa bet ar maout gantañ·i e 20.. ?

War ar bajenn-mañ e vo posupl deoc’h gouzout hiroc’h war loreidi ha loreadezed-bet an Taol-Lañs.

Bloavezh : 2019 | 2017 | 2014 | 2013 | 2012 | 2011 | 2010 | 2009 | 2008 | 2007

AN TAOL-LAÑS 2019

divad Perynn hag Elise war leurenn an Taol-Lañs e GBB 2019

Perynn & Elise - Priz kentañ rummad “a-vicher”

Kanañ a ra Perynn Bleunvenn hag Elise Desbordes tonioù dibar skrivet e brezhoneg ha kempennet e mod jazz. Plijout a ra dezho c’hoari gant an div vouezh ha gant mareoù war ar prim. War heul An Taol-Lañs o deus krouet un eil daouad gant liv R’n’B anvet EMEZI.

Selaouit ouzh “Penaos paouez” hag a zo bet enrollet e miz Mae 2019.

strollad Harzus Gang war leurenn-lañs AN Taol-Lañs 2019 e GBB

Harzus Gang - Priz “dazont ar yezh” rummad “amatourien”

Ur strollad rap savet gant 3 lisead eo Harzus Gang. C’hoari a rint gant kodoù rap US ar c’hornog evit ober van outañ. Diwallit, “poeñchoù splann” !

Selaouit o EP kentañ enrollet e 2019 a-drugarez d'an Taol-Lañs !

pe sellit ouzh al Live e Langoned 2019 !

Plouz ha Foen, Langonned 2019

Plouz&Foen - Priz ar brezhoneg, rummad “a-vicher”

Un hip-hop plijus-tre, lusket kaer ha blazet mat.

Selaouit o sonnerezh war Youtube !

pe sellit ouzh al Live e Langoned 2019 !

Red Bordas - Taol-fromm ar Juri

Red Bordas - Taol-fromm ar Juri, rummad “amatourien”

Krennarded donezonet. Klevet ‘vo komz eus ar sonerien-se sur, er bloavezhioù da zont.

Strolladoù all a zo bet en Taol-Lañs 2019 :

Rummad a-vicher : Alato, Kanal Low

Rummad amatourien : Go Hen De, Free Brain ha Laou

Trugarez d’an holl !

AN TAOL-LAÑS 2017

strollad Ukan concert an taol-lañs GBB 2017 Langonnet

Ukan - Priz kentañ

Un dudenn rock ha barok, dilec’hiet ha diamzer eo Ukan. Ganet eo bet diwar ijin Kevin Ruellan. Tost da ved Led Zeppelin (film « The song remain the same »), Stanley Kubrick (Barry Lindon), Philip K. Dick (Ubik)...
Dindan levezon rock Saoz ar bloavezhioù 70 emañ e sonerezh. Leun a varzhoniezh ‘zo gant ar c’homzoù.

Roll an arzourien : Kevin Ruellan (kan ha klaver), Eric Duchamp alias Trikar Finger (gitar boud), Louise Robart (kan), Gaetan, Camille Carte (taboulinoù).

Selaouit ouzh “Den ebet all” a zo bet enrollet e live e miz Kerzu 2016.

Dre ar c’hevelerezh a zo etre ar festival GBB hag ar Festival Tafwyl, eo bet ar strollad UKAN o c’hoari e Kerdiz e Bro-Gembre e miz Even 2019.

Perzhidi all ar bloavezh 2017 : Bish-K, Gô en de, Krap Siti, Tri O’ vitdit, Vivian Rope, Astrakan Project, Lod ‘zo Plin.

AN TAOL-LAÑS 2014

An taol lans 2014

Silwink

Ur strollad Reggae eo Silwink, an tonioù aes da zañsal warne, plijadur sur evit an arvesterien, kalite ar skridoù e brezhoneg ha stumm buhezus ar sonadeg kinniget gant arzourien yaouank flamm (e Lise Diwan Karaez edont d’ar c’houlz se) n’oa plijet bras d’ar jury. Unan eus ar ganerien, Kadvael Jolived a vo tu adkavout ganeoc’h er strollad rap Plouz&Foen.

Ep 8 ton ar strollad, bet enrollet e CLAJ Karaez e 2015 a c’helloc’h selaou amañ !

Tremenet eo ar strollad Silwink en Erer Kozh 2014 ivez ! Setu reportaj FR3 diwar-benn an abadenn dibar-mañ en do kaset ar strollad war leurenn vrudet Gwernig !

AN TAOL-LAÑS 2013

An taol lans 2013

Adnoz

2 vouezh deus ar re gaerañ : Tualenn Hado ha Yuna Bresmal-Le Mouillour. Savet o deus an daouad kan (Yuna) ha kan ha gitar (Tualenn) p’edont e Lise Diwan Karaez. Sikouret int bet en o arz gant ar ganerezh Kembreadez Lleuwen Steffan. Bammus ha fresk eo bet kavet dustu ar c’hinnig nevez-se gant ar Juri. Ken brav m’eo bet kinniget da Adnoz da zileuriañ Breizh el Liet Etrebroadel (seurt Eurovision ar yezhoù minorel e Europa).

Selaouit ha sellit ouzh abadenn FR 3, e 2013 !

AN TAOL-LAÑS 2012

An taol lans 2012

Burtul - Priz kentañ

Dibarded ar rock Metal e brezhoneg ! Nerzhus, komzoù farsus, sell aze e 2 ger penaos diskrivañ ur strollad en deus merket buhez an Taol-Lañs. Nag a gevezerezh er bloavezh-mañ e 2012, rak ar strollad zo bet dilennet gant ar publik just dirak Rhapsoldya. O sonadeg e-kerzh an Erer Kozh 2012 a zo chomet en eñvorennoù : ur gwir show, ‘padal ne oa ket ‘met 3eur goude merenn ! Burtul a zo sur walc’h, evit poent, ar strollad souezhusañ (“excentrik” mar kavoc’h gwell) bet trec’h dre an Taol-Lañs.

Un triad diaoulaed ! Fedia Le Grill (taboulinoù) ; Alexandre Alberts (kan ha gitar) ; Quentin Alberts (gitard boud).

An Ep 4 ton enrollet e 2012-13 a zo da selaou amañ !

Ur blog diwar-benn Burtul : piv int ? Sonadegoù live …

Rhapsoldya - Eil priz

Chomet eo Rhapsoldya (strollad Rap-Rock) e fri war ar gloued siwazh, goude Burtul en doa ur publik stank d’e souten e 2012. Padal eo bet gwelet ar strollad evel maout ar bloavezh-se gant ar juri hag ul lodenn eus an dud. An abadenn hag ur c’hinnig nevez flamm ‘oa ganto, hag ar juri n’eus roet dezho neuze eil priz ar fest. Ur strollad a uhel galite eo. Skridoù deus ar c’hentañ o deus, komzoù stourm a denn d’ar bed ha d’ar brezhoneg, un abadenn gant startijenn ha lusket davat gant ar c’haner Youenn Roue. “Energiezh ha kounnar, setu ar pezh a vez treuzkaset ganto” a lenner war facebook ha gwir eo ! Ur rap a sko a daolioù penn-bazh kement war ar Stad Parizian, ar mediaoù mainstream hag an industriezh saotrus… Ur garierenn vrav en deus bet ar strollad, bet en estrennvro meur a wech. Embannet o deus ar bladenn “N’int ket deuet a-benn da ziwriziennañ ac’hanomp…” (embanner : Paker Prod) e 2015, resevet ganto 1añ Priz Dazont ar Brezhoneg rummad pladenn ar bloaz gant France 3 hag an Ofis e 2015, mar plij !

Tremenet int en abadenn mil vrudet Tracks war Arte TV ivez (gant ar strolladoù Gimol Dru Band, Les Ramoneurs de Menhirs ha Trouz an Noz) !

An arzourien : Youenn Roue (kan) ; Erwan Moal (gitar tredan) ; Erwan Volant (boud) ; Klet Beyer (taboulinoù) ; Tangi Le Gall-Carre (boest-an-diaoul diatonek).

Video live ur sonadeg er Vauban e Brest (miz Kerzu 2014) !

AN TAOL-LAÑS 2011

An taol lans 2011

Lunch Noaz

Sonerezh a-vremañ levezonet gant ar jazz, soul ha funk a zo kinniget gant ar strollad plijus-mañ, eus Kerne-Izel. Kaset gant Julien Vrigneau (Saxo, bombard) ha gant ar ganerezh-telennourez Maela Le Badezet (en deroù, bremañ e vez kavet ur ganerez all er strollad). Ar juri n’oa roet ar maout dezho evit kalite an abadenn koulz hag hini ar skridoù savet gant Lors Landat, Malo Morvan ha Yann an Davay. 4 bladenn zo deuet ganto, hag ur red-micher vrav ha bev bepred o deus abaoe 2012. Loreet eo bet o Ep er Prizioù 2013.

Roll an arzourien e 2012 : Xavier Garabedian (taboulinoù), Victor Simon (gitar boud), Mael Guego (gitar), Bahia El Bacha (gouredbed), Maela Le Badezet (kan, telenn), Julien Vrigneau (saxo, bombard).

E 2020 e kaver bremañ er strollad ar ganerez Elise Debordes. Adkavit ar c’hlip diwezhañ Rosa’s Dream !

Sellit ivez ouzh ar c’hlip “Ti ma zud” savet e 2017 !

Loeiz ha Fred - Priz ar Brezhoneg

Loeiza Beauvir ha Fred Boudineau oa deuet er bloavezh-se da ginnig un arvest a-feson ivez. Priz ar brezhoneg oa aet ganto. Diwezhatoc’h o deus krouet an Tyto Alba Trio gant Jérôme Kerihuel.

Sellit amañ ouzh “Ambrozia” gant Tyto Alba Trio produet gant Nevez Amzer !

Vivian Rope

E 2011 e tremene ar strollad Vivian Rope evit ar wech kentañ en Taol-Lañs ivez. Un tamm mat a brud o deus tapet paotred Plougastell war lerc'h, kaset gant ar c'haner Ronan Soubigou (Aet d'an anaon e 2019 -RIP). Ur sapre sonadeg o doa kaset en taol-lañs c'hoazh er bloavezh 2017 e Langoned !

Adkavit poltriji an nozvezh-se war lec’hienn an tour-tan !

AN TAOL-LAÑS 2010

Rock’n Diroll

Ur strollad liseidi eus Diwan Karaez eo Rock ‘n Diroll. Aet eo ar maout ganto e-kerzh an abadenn-mañ, aozet e Koc’hu kreiz-kêr Karaez. Ar strollad n’eus ket padet gwall bell, met ar sonerien o deus boulc’het o erv abaoe 2010.
En o mesk : Arthmael Girodon (binviji kouevr), Youn Lohman (gitar) , Josig Lafontaine (kan ha fleut), Armel Barazer (gitar boud)

Strolladoù all bet o koñkouriñ : Dr Fañchenstein (Fanch Roy), Ersav (Malo Adeux, Hoel Mahé, Victor Cossy).

AN TAOL-LAÑS 2009

An taol lans 2009

Egin

Ur strollad kan, gant 5 den e oa er penn kentañ. Plijus-tre oa bet kavet gant ar juri an daouad kaner o kanañ asambles : Chan Bresmal-Le Mouillour ha Kaou an Davay. Pedet edont bet memes da c’hoari e-kerzh Gouel Broadel ar Brezhoneg 2011 e Kawan (22)!! Dibaoe ez eus bet graet un dibab ganto : dalc’het eo bet gant ar stil met treuzfurmet eo bet en un daouad gant Kaou an Davay ha Mael Guego. Abadennoù kaer ‘vez kinniget ganto ha treiñ ha ra mat ar strollad. Fresk eo ar c’hinnig, plijus ar skridoù dispaket fraez gant ar c’hanour Kaou an Davay.

12 strollad o doa kenstrivet ar bloavezh-se, e kerzh ur gouel meur bet aozet war pradenn Kerampuilh e Karaez : Fast-Noise Trade (Camors), Francis Jackson Project (Kawan), Gouez (Coueron), Katellig (Roazhon), Kaou Langoet (Roazhon), Prim (Naoned), Roc’h Traez (Bannaleg), Rock ‘n Diroll (Merlevenez), Skaramaka (Kemper), Tomaz ar Volg ha Mignoned (Bruxelles !)…

AN TAOL-LAÑS 2008

CD pladenn Gimol Dru Band

Gimol Dru Band

BOUM !! Stered an Taol-Lañs eo bet ar strollad-se, hag ur vrud brazig zo deuet war o lec’h ! Ur seurt Rock-Rap-Punk veze kinniget gant ar strollad mil startijennus-se. Betek 30 deiziad ar bloaz oa ganto, ha buan eo deuet lod da vezañ a-vicher. E vesk ar sonerien vez klevet anvioù deuzoute atav er bed arzel : Kaou Langoet (kaner, trompilh) deuet da vezañ aktour bremañ, Trikar Finger (eus ar strollad “Dans tous les sens du terme”), Klet beyer (taboulinoù) aktour ha tabouliner er strollad Wicked bremañ, Fañchig Gwenn (rapour), Krista Rios (rapourez war ar sonadegoù kentañ hepken siwazh, donezonet kaer e oa !). En abadenn savet gant Tracks evit Arte ez int bet gwelet ivez (gant ar Ramoneurs de Menhirs).

Ur sonadeg live enrollet e 2012 : sonenn Nac’h PAk

Hag un nebeud sonennoù war “C’hwi-tub” evel “An dud-se” !

AN TAOL-LAÑS 2007

Iwan B

Loread kentañ e istor al leurenn-lañs eo bet Iwan B. E donioù R’n’B noa plijet d’ar juri.

Selaouit ouzh “Ar fulenn” a zo bet enrollet e 2007 war SoundCloud festival GBB !

Fellout a ra deoc'h selaou ouzh ar strolladoù-mañ ? Goulennit ganeomp ar bladenn !

DEUET EO ‘MAEZ PLADENN AN TAOL-LAÑS

golo pladenn an Taol-Lañs

KLIKAÑ WAR SKEUDENN AR BLADENN (AMAÑ A-US) EVIT GOUZOUT HIROC’H

SACHIT GANEOC'H ! PROFET EO AR BLADENN DEOC'H !